Kafedi Armerzh - Peseurt geriaoueg ha peseurt plas evit ar brezhoneg e bed an embregerezhioù ?

Agenda publié le 15/04/18 22:05 dans Gastronomie par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/44/44779/44779_1.jpg
Geriaouegi disheñvel an armerzh

Kafedi Armerzh - «Peseurt geriaoueg ha peseurt plas evit ar brezhoneg e bed an embregerezhioù ?», lusket gant Denez Pichon

D'ar Sadorn 21 a viz Ebrel da 2e30, e tavarn ar Finnegans, 46 Straed Aristide Briand e KEMPER

Ar c’hinnig diwezhañ en deus lakaet ac’hanomp da veajiñ adalek deroù An XXvet Kantved evit gwelout an intrudu tremenet diwar-benn ar brezhoneg e bed al labour. Tro hon eus bet da wel an intrudu bet kaset a-benn gant hiniennoù evel Taldij-Jafrennou, Jean Saisy de Keranpuil pe Jean Choleau. Gwelet hon eus ivez intrudu all bet brouded gant, pe dre gevredigezhioù evel hini Reun Allan hag a oa deut d’an abadenn, hag hini Klub Embregerezhioù Breizh. Evit echuiñ gwelet hon eus intrudu boulc’het gant Produet e Breizh, un aozadur micherel. Gwelet hon boa ivez pet brezhonegerien a vez stummet bep bloaz prest da labourat e bed al labour.

Ar wech-mañ kendalc’het e vo gant ar brezhoneg e bed an armerzh. Kehentiñ e brezhoneg en un embregerezh a dalv implij gerioù resis, boutin d’an holl implijidi a-fet ster. Ur redi eo evit labourat asambles ha kehentiñ en un doare seder ha sur. Gwelet e vo penaos c’hell bezañ graet ?

Atav war hor yezh er bed armerzhel, kinniget e vo deoc’h da wel mard ez eus ur plas evit Breizh hag ar brezhoneg en embregerezhioù a-vremañ, ha n’int ket e-barzh bed ar brezhoneg tamm ebet. Penaos e teu war wel skeudenn Breizh pe ar brezhoneg ganto.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 4 ?