Kafe pemp eur, plijadur ha brezhoneg

Compte rendu publié le 30/09/12 20:22 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

E Kemperle, Rieg, Molan e vez aozet pennadoù komz e brezhoneg

Evit kafe pemp eur kentañ ar bloaz e oa 14 den tro dro an daol, gant a bep seurt traoù degaset gant an dud : gwespedennoù (gwastili), fars gant prun, kaotigell fardet gant lod, hag ur banne kafe. Met gant ur «potimarron» e oa bet kroget ar gomz da vat. Penaos fardañ soubenn ? Gant chalotez, ognon, avaloù douar ? «Netra met dour, potimarron hag un tamm sukr». Hag ar sardin gant holen : ur sushi Breizh ?

Ha da c'houde e-pad pell o deus ar re gozhañ, div vaouezh eus Kerien ha Sant Turian da gontañ penaos e veze graet yod kerc'h gant ur sac'had 100 lur (un dro ba ti ar baraer evit rostañ greun yod hag a gemere 10% dioutañ, war lerc'h, un dro ba ti ar miliner evit o veuliñ - hag a gemere 12% evit e labour, ha da c'houde daou zevezh ba'r chidouron. Ret e oa silañ ar yod, laoskel anezhañ da diadezetn a-raok lakaat un tamm amann pe goeñvenn e yod kalet. Penaos gober laezh kaelet hiziv ? O vont ba ti krampouezh ar Faoued (ti krampouezh an Argoat)... aze e vez atav peadra da zegas d'ar gêr evit fardañ pep a laezh mat da zebriñ !Ha d'ar mestr da vont-tre en ti o lavarout : «C'hwi zo fichet brav».

Deuit niverus d'an eilvet kafe pemp eur (hag a grogo da 3 eur) evit lipat ar yod ... ar sardin, hag ar bara gant traoù lipous a vo prientet gant skipailh Kemperle...

Ha ba Rieg, ur strollad 15 a dud a breg brezhoneg bep meurzh kentañ ar miz etre 2 eur ha 4 eur e-kichen ar skol vamm, e ti «an amzer dieub». E Molan, e vez aozet bep merc'her etre 2 eur ha 5 eur ur pennadig amzer gant ar vrezhonegerien, e MLC (a-dreñ ar greizenn sevenadurel l'Ellipse).

Brezhonegerien a-vihanig, ha brezhonegerien nevez, kit da dañva brezhoneg ha boued fardet er vro war un dro !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 5 ?