Kafe pemp eur, komz brezhoneg an aliesañ posubl

Papier publié le 26/11/17 18:16 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

16 den tro dro ur banne kafe, pep hini a zegas un dra bennag da zebriñ, da evañ, da ziskouez, da rannañ gant ar re all...

Skol Diwan Kemperle, abaoe 15 vloaz e oa bet kroget da aozañ abadennoù simpl, e kantin ar skol evit lakaat brezhonegerien a-vihanig eus ar vro da eskemm, da ganañ, da zebriñ, ha ken simpl ha tra... da gomz brezhoneg etreze.

Diaes eo a-wechoù evit tud 'zo, tremen teir eurvezh hep ur ger galleg. Ret eo neuze adlavarout ar reolenn evit ma vefe an dud a gompren mat met ne gomzont ket ken brav, en em lakaat da zislipañ frazennoù a-bezh. Met brav eo da welout tud yaouank ha kozh mesket, tud laouen da gaout un emgav miziek evit eskemm, kanañ, c'hoarzhin... Gant ma vo ur «c'hafe pemp eur» e pep parrez, e pep lec'h e vez tud a gomz brezhoneg hag o deus c'hoant da eskemm e yezh ar vro.


Vos commentaires :
G Kerouanton
Vendredi 15 novembre 2024
Savet hon eus ivez e Landivizio ur bodad tud en em wel bep pemzektez, evit abadennoù a zaou seurt:
1 - Bep pemzektez, ur brezegenn, gant un den pedet da zont da zisplegañ un dra a oar mat : beajoù Kampostal (Jean Pouliquen); ar rannoù tud en hor bro er 18vet kantved , diwar dielloù eus kanton Plouziri (Louis Elegoet); ar vedisined breton brudet en istor (Laenneg, ...); liseidi Diwan ivez o deus graet berzh. Gant eskemmoù gant an dud, goulennoù , hag ar «Bro Gozh» zoken a-wechoù! War ar stern : arme ar Vretoned eus ar 6vet kantved (armoù, dilhad, doareoù...) gant Benjamin Franckaert hag e vignoned eus ar gevredenn Letavia (gwelet war Google); Maela, Liza, Anjelina , bet e Lise Diwan, a deuio, o zri , da gomz eus o studioù , o micher .Etre 20 ha 30 den a vez bep tro.
2 - Bep pemzektez :« kaozeadenn » evit lakaat an dud da gaozeal ar muiañ posupl : kanaouennoù a bep seurt; istorioù farsus; akordeoñs; armoù ha dilhad eus ar 6 vet kantved; gerioù eus ar vuhez war ar maez n'eus ket keit-se; pennadoù berr e brezhoneg war hon istor (Anna Vreizh; emgann Ballon,...) ; echuiñ a ra bep tro gant ur banne te pe kafe gant kouignoù. Dont a ra tud yaouank, lod bet e Lise Diwan. War-dro bep hanter eur e vez cheñchet an tem , evit ma vije dedennus d'an holl. Kroget hon eus gant 20 den evit an abadenn gentañ ...

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 8 ?