Pedet eo bet Kentelioù an Noz Chapel Erzh ha Kentelioù an Noz da gemer perzh er c'hafe liesyezhek d'ar Gwener 4 a viz Mae e Chapel-Erzh. Gant ar c'homite gevelliñ eo aozet ar c'hafe.
Tem an darvoud : « Et si on parlait euro ? ». Deuit 'ta da gaozeal tro-dro taol ar brezhoneg adalek 8e noz. Evet e vo ur banne asambles, ha debret e vo boued dibar.
Tro ho po ivez da glevout yezhoù all a-hed an nozvezh. Kavout a rit titouroù all diwar-benn ar c'hafe liesyezhek war lec'hienn ar c'homite gevelliñ.
Sal Sant-Michel, Chapel Erzh, d'ar 4 a viz Mae da 8e noz.
Digoust. Kit e darempred gant Kentelioù an Noz m'ho peus c'hoant kemer perzh : kann@netcourrier.com - 02 40 20 39 74.
■