Jorjia, perlezenn guzh ar C'haokaz war Brezhoweb

Agenda publié le 29/12/17 12:35 dans Media et Internet par Corinne ar Mero pour Corinne ar Mero
https://abp.bzh/thumbs/43/43961/43961_1.jpg
Jorjia, perlezenn guzh ar C'haokaz war Brezhoweb

En ur c'hroashent strategel etre Europa hag Azia emañ Jorjia. Aloubet eo bet gant ar Bersed, Bizañs, an Arabed, an Durked, ar Vongoled hag ar Volcheviked. N'int ket deut a-benn da vougañ nerzh krouiñ ur bobl a eztaol e identelezh kaokaziat dre an dañs hag ar gwiniegi.

Dalc'het eo bet he glad sevenadurel hag arzel dibar gant Jorjia, daoust d'he istor drubuilhet (brezel a oa bet e 2008). Ken pinvidik eo he bevlisseurted hag hini ur c'hevandir a-bezh.

Kavell an Homo Georgicus eo ivez, an Europeat kentañ deomp da c'houzout. Ur vro d'ober anaoudegezh ganti eo Jorjia gant he holl dremmoù. Europeat ha kornôgat eo Jorjia da welet, met kaokaziat eo ivez da vat hag un tamm kreizdouarel ivez gant he laouenidigezh.

Un teulfilm e brezhoneg da welout war Brezhoweb adalek an 12 a viz Geñver 2018. Teulfilm brezhonek (voir le site) da welet war lec'hienn Brezhoweb.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 6 ?