Jill Evans, prezidantez Plaid Cymru, a vo degemeret e-kerzh Kendalc'h Broadel UDB

Communiqué de presse publié le 18/11/10 14:56 dans Politique par Mona Bras pour Mona Bras

D'an 20 hag 21 a viz Du 2010 e kreizenn Amzer Nevez Plañvour (bro an Oriant) e vo dalc'het tregontvet kendalc'h broadel UDB.

Gortoz a reer 150 dileuriad a-berzh seizh kevredad UDB evit un abadenn virvidik etre an emsaverien. Disadorn goude merenn e vo komzet dreist-holl eus hentoù politik UDB evit an daou vloaz o tont.

En ur soñjal ha prederiañ war stad ar gevredigezh ec'h embanno emsaverien UDB o strategiezh evit ar strollad, an emglevioù.

Disul vintin da unnek eur rik e tegemero UDB gant plijadur : Jill Evans, a zo prezidantez « Plaid Cymru » (Kembre), kannad Europa abaoe 1999 ha prezidantez Emglev Libr Europa (ELE) e Parlamant Europa.

Lakaat a raio Jill Evans ar gaoz war pezh zo bet degaset gant an emrenerzh e Kembre. Ha kement hag ober war an devolusion e Breizh-Veur ha penaos e ya war-raok, tra ma chomomp e Frañs Sarkozy gant an tu-kleiz en deus bet votet ul lezenn fall-put war ar strollegezhioù ha tregont vloaz an digreizennañ en e boull. Pep hini zo degemeret er brezegenn gant Jill Evans. Digor d'an holl.

 

Tud ar sindikadoù a zeuio ivez, evit komz diwar-benn ar retredoù.

 

Pa'z echuio an daou devezhiad labour, ar burev politik nevez a zilenno dileuridi UDB. Dav e vezo dezhañ ober gant disoc'hoù ar c'hendalc'h.

 

Titouroù a faot deoc'h, darempred evit ar gazetennourien :

jef.monnier@udb-bzh.net

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 7 ?