Jef Philippe : soner, kaner, daneveller

Conference debat publié le 7/10/11 23:16 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
pmibpxvi.mp4

Ur brezhoneg saourus, ur youl hag ur vuhez troet war zu ar brezhoneg.

Brezhoneger a-vihanig, ne ouie ket skrivañ e yezh vamm. C'hoariva gant ar JAC, sonerezh gant ar skol, gitar gant ur seurez daoulagad gwer ganti... Deskiñ a ra tamm ha tamm talvoudegezh e yezh hag e sevenadur.

Kroget en doa da gelenn abred. Ur wech erruet e Roazhon kroget en doa da gelenn ar brezhoneg hep gouzout e skrivañ, e skol an emsav. Met deuet buan gantañ en doa kroget da skrivañ danevelloù embannet gant Al Liamm ha da c'houde en un dastumad danevelloù : «En tu-mañ d'an ifern».

Aketus e oa liseidi Diwan pa oa Jef Philippe o kontañ kaoz ganto. Hag aketusoc'h c'hoazh pa oa bet skignet ar film «Lastez» graet gant Frañs 3 e bloavezhioù 80 gant Kristian Ar Bras, Lan Tangi ... tennet eus un danevell skrivet gantañ.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 6 ?