Jean-François Bernardini : ur stourmer evit ar yezhoù gwasket

Reportage publié le 23/08/23 10:08 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/58/58259/58259_1.png
Fabl ar yezhjoù minorelaet (345 vues)

E emvod kelaouiñ ar FIL e oa bet kinniget gant leader I Muvrini ur brezegenn ispisial : skrivet en doa un destenn evit lakaat sklaer e vennozhioù, ha diskouez e c'hoant da lakaat ar stourm da greskiñ.

Distroet eus Chamonix e lec'h en doa gwelet an dremmwell o cheñch a-galz, en doa skrivet ar c'haner un destenn fromus, lavaret en doa trugarez d'ar FIL, difenn a raer ar yezhoù gwasket gant ur Stad ne ra forzh outo, hag ivez kudennoù an en dro zo bet keñveriet gantañ d'ar c'hudennoù yezhoù o vont da get : «à quand une biodiversité des langues ?»

Siwazh deomp, e abadenn a oa un tammig evel an holl «vekanikoù» a vez gwelet en holl festivalioù bremañ : kalz a drouz, batiri, sonerezh a blij met a zo pell eus an hengoun kanet, un tammig evel ma vefe bet lakaet ar c'han hengounel e foñs ur pod evit dont en dro ur wech an amzer. Poblek ken-ken eo I Muvrini, treuzkas a reont ar c'horseg e pep lec'h er bed. Met petra a vez gortozet gant arvesterien ar festival ? Eñvorennoù o yaounkiz stourmerien ? Selaou komzoù barzhoniel Jean-François ? Klask un dazont evit yezhoù a vez komzet nebeutoc'h-nebeutañ ? Komzoù brav atav, gant ma vefent klevet gant ar brasañ niver...


Vos commentaires :
Naon-e-dad
Samedi 21 décembre 2024
Ne ouian ket na sonerezh na kanaouennoù I Mivrini (daoust din bezañ klevet anv ar strollad-mañ abaoe pell, rak o vrud dezhe), met ar pezh a lâr ar paotr er video-mañ a zo spiswell ha dedennus. Na re bounner, na re zister.
.
Evel komzoù justik-rik (selaou ouzh ar video betek 6mn pe muioc'hig) da geñver stad hon planedenn hag hon bed, hag hon yezhoù evel-just. Brav eo ar gêr «socio-diversité» implijet gant an den, a gav din. N'eo ket 'ta?
.

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 3 ?