Iskisat breur bihan : ur romant fromus diwar-benn ur bugel aotek

Présentation de livre publié le 22/10/11 18:24 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/23/23590/23590_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/23/23590/23590_2.pdf

Chom a raio ar romant-mañ e-pad pell e spered al lennerien(ezed) ...

Skrivagner, Anthony Renaudin ? Ya, evel-just. En un nebeud pajennadoù eo gouest ar skolaer yaouank da daolenniñ buhez pemdeziek ur plac'h yaouank er skol kentañ derez o klask gwareziñ he breur bihan, o klask kompren ur c'hleñved iskis. Penaos lakaat anezhañ da vezañ aketusoc'h ? Perak e vez o huchal ken alies ? O tont eus planedenn Veurzh emañ, sur a-walc'h ?

Un doare fromus-kenañ da gompren pegen disheñvel e c'hell bezañ buhez ur familh gant ur bugel ampechet eo. Gant ma vo skrivet romantoù all gant Anthony, a lak a lenner da gaout plijadur ha preder war un dro.

Iskisaat breur bihan, e touez tri levr Priz ar Yaouankiz 2011/2012, live 6ved/pevare

5 euro

Embannadurioù Keit vimp bev.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 6 ?