Da-geñver ar prizioù kenaozet etre Frañs 3 hag Ofis Publik ar Brezhoneg, gant skoazell Kuzul-rannvro Breizh, e oa 7 loread eus an Il-ha-Gwilen er bloaz-mañ.
D'al Lun 4 a viz C'hwevrer e oa bet aozet e ti Ofis Publik ar Brezhoneg e Roazhon un emvod-kelaouiñ da vrudañ an dud pe ar frammoù bet ur priz ganto er bloaz-mañ en Il-ha-Gwilen. An It. Mona Braz, kuzulierez-rannvro hag eilmaerez Gwengamp, a zileurie ar c'hevreadoù Kêrioù Arz Breizh ha Kêrioù bihan neuziet-kaer hag a zo bet enoret er rummad «Frammoù publik». Nevez eo eo kroget bed an touristerezh d'ober gant ar brezhoneg. Bet o deus an 3e priz evit o levr kaer hollvrezhonek. Er rummad «Brezhoneg er bed ekonomikel» eo aet ar priz 1añ gant Difetis. Vincent Pincemin, staliet e Dovanieg, eo en deus savet al lec'hienn Internet Difetis. Drezi e c'hall an nen pellgargañ levrioù pe pladennoù brezhonek. Setu 2 skouer vat a liamm ar brezhoneg gant an teknologiezhioù nevez. Evit ar «Pladennoù kanet e brezhoneg» eo bet roet ar 1añ priz da vBrieg Guerveno, evit «Bleunioù an distruj» p'eo aet an 2l priz gant Youenn Guillanton evit «Etre Ploermael ha Châtelet-les-Halles» hag an 3e priz zo aet gant Lunch Noazh evit «Dimezellig dantelezet». Plijet eo bet ar bodad-barn dre m'eo tonioù ha pozioù bet krouet a-nevez a ya d'ober an 3 oberenn-se. Er rummad «Kevredigezhioù» eo aet an 2l priz gant Dizale evit bezañ savet al lec'hienn Breizh VOD a ro an tu da feurmiñ pe da brenañ a bep seurt videoioù brezhonek (filmoù, tresadennoù-bev, heuliadoù...). Gwenvred Latimier eo he deus degemeret an 3e priz er rummad «Brezhoneger ar bloaz» evit he labour buheziñ he blogoù brezhonek «Soubenn ar Geek» ha «Klet er gêr» hag evit bezañ niverelaet dornskridoù ha dielloù Anjela Duval.
Loreidi 2013, hag en o zouez re an Il-ha-Gwilen, o deus sevenet oberoù nevez ha skouerius adarre evit kas ar brezhoneg war-raok er vuhez pemdez.
Kraflevr Kêrioù arz : www.ofis-bzh.org/upload/actualite/fichier/fr/417fichier.pdf
Difetis : www.difetis.com
Breizh VOD : www.breizhvod.com
Soubenn ar Geek : (voir le site)
Klet er gêr : (voir le site)
■