Ikastola : 40 vet deiz-ha bloaz, hag un eilvet teknologel

Communiqué de presse publié le 27/03/16 20:12 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

E bro Euskadi e ya war raok an traoù. Nebeutoc'h a liseidi e Baiona eget e Karaez, met digoret e oa bet e miz Gwengolo paseet ur c'hlasad eilvet teknologel, hag a-benn nebeut un eilvet micherel, ar pezh n'eo ket bet graet evit ar poent gant Diwan.

E Baiona, el lise e vez skoliataet e memes savadur ar skol vamm, ar skol kentañ derez, ar skolaj hag al lise. Staliet e vint e lec'h all a-benn nebeut. An Ikastolas e bro C'hall a vez kavet war un hanter departamant, o skoliatañ 3000 bugel, da lavarout eo 12% eus ar vugale hag ar re yaouank er vro.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 0 ?