Tro Breizh, Pariz, ne baouez ket Herve Lossec da foetañ bro. E Brest e oa gant Nolwenn Leroy.
Sinet e oa bet dezhi gant Herve Lossec al levr «Bretonnismes», just a-raok abadenn Nolwenn Leroy e Brest, e sal «La Carene». Ha hi da lavarout : «Breizhadez ha Bretonnismes, memes stourm !».
Diaes eo koulskoude disoñjal ar pezh he doa lavaret e France Bleu Breizh Izel en abadenn «Krampouezh pe un tamm bara amann ?» :
« - Degemer mat », en doa lavaret buhezour a radio.
« - Excusez-moi, je ne suis pas bien réveillée. Qu'est-ce que vous dites ? » a respontas-hi.
Gwir eo, se 'oa e-kreiz ar goañv, ha ne oa ket bet desket c'hoazh ar brezhoneg ganti. Neuze, Nolwenn, kendalc'h da zeskiñ ha degemer mat ! Gant ma vi gwelet o tifenn ar brezhoneg e gouelioù ar vro e-pad ar bloaz.
■