Harz labour en deskadurezh

Communiqué de presse publié le 14/05/08 21:10 dans Politique par Édouard Brichet pour Édouard Brichet

SLB Deskadurezh

A-enep skarzhiñ an implijoù, digresk an tuta, kresk an implijoù bresk. Evit ur gwir statud evit Diwan ha kinnig hollek ar c'helenn Brezhoneg.

Harz labour broadel unvan Yaou 15 a viz Mae 2008

Tagadennoù krisoc'h eget biskoazh : Serriñ postoù kelenn pa vo roet eurioù ouzhpenn da re leun amzer, melestradurel ha kempenn en eil derez. Un toullad danvezioù skarzhet e kalz a liseoù, evel ar Brezhoneg. Re nebeut a bostoù er c'hentañ derez da daliñ ouzh ar c'hresk skolidi. Kresk an implijoù bresk e pep lec'h, kelennerien ha nann-kelennerien. Digresk ar postoù er c'henstrivadegoù : kelennerien ar skolioù, CAPES (evit ar Brezhoneg, da skouer), CAER (hini ebet evit ar Brezhoneg abaoe 6 vloaz, da skouer). Programoù diwar-lerc'h evit ar c'hentañ derez.

Ur respont hepken, ar stourm…

Harz-labour ha manifestadeg evit an holl Yaou 15 a viz Mae

Gervel a ra SLB holl labourerien an deskadurezh e Breizh : kelennerien, implijidi ar melestradur, implijidi ar c'hempenn, studierien ha liseidi d'ober harz-labour ha da vanifestiñ gant ar sindikadoù all (emgav e Roazon gant gitonioù ha bannieloù SLB dirak Radio Bleu Armorique 10 e 45).

M. Cotten


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 7 ?