Haiskrivmeurzh : kregiñ a ra hiziv !

Communiqué de presse publié le 1/03/21 9:52 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/51/51824/51824_1.jpg
Haiku Naig skeudennaouet gant Fañch Langouët

Evit ar pedervet gwech e c'hellit skrivañ un haiku bemdez war ar bajenn féa gant ar ger roet deoc'h da 9e vintin, e brezhoneg hepken

«Haiwrimo», «le mois du haiku», e meur a yezh e vez aozet miz ar varzhoniezh, alies ar berrañ miz ar bloaz, miz c'hwevrer, kar an haiku zo ar berrañ barzhoneg a zo er bed... Abaoe tri bloaz, emañ ar gevredigezh féa (Priz ar Yaouankiz, Priz ar Vugale, Kenstrivadeg haiku Festival Taol Kurun, Tro Dro, Chadenn Tro Dro Dit, TV Bro Kemperle...) e penn an aozadur.

Simpl-tre eo. Ur ger nevez a vez roet bep mintin a-hed miz meurzh, deoc'h-c'hwi da skrivañ un haiku ha d'e lakaat en linenn war ar bajenn facebook «Féa». N'oc'h ket rediet da gemer perzh bemdez. Er fin e vez kaset d'an dud renabl an holl haiku bet savet. Embannet e oant bet div wech el Liamm miz Eost.

Kemer a ra perzh an Haikskrivmeurzh aozet b'an Arhanaou a-drugarez da Vai Ewen ha da Féa, e Miz ar brezhoneg aozet gant Ti ar Vro Bro Kemperle.

D'ho touchennaouegoù neuze !

ger ar 01032021 : anv


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 5 ?