Haiku e brezhoneg gant ar re deuet : ur strivig, mar plij !

Communiqué de presse publié le 15/12/13 11:53 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/32/32344/32344_1.jpg

Haiku zo bet savet gant ar vugale e Kemperle, Banaleg, Tremeven. Dre chans, ken dister eo niver a haiku kaset e brezhoneg, ha nebeutoc'h c'hoazh e galloeg.

Neuze, krogit en ho pluennoù, pe ho logodenn ha touchennaoueg : 5/7/5 silabenn, ar glav, ur verb nemetken, ur santadur, ha kas anezho da : taolkurun@laposte.net

Setu un nebeut skouerioù evit sikour deoc'h, a-raok barnadenn ar juri a vo d'an 11/01/2014, met ret e vo deoc'h kas ho haiku (tri d'ar muiañ) a-raok d'ar c'hentañ a viz Genver ! Hag evit lenn an holl : (voir le site)

Bugale

E maez an ti

ma c'hazh o viaoual

chomet dindan ar glav !

Fresk-tre er forest

luc'hed aour-melen ha glaw

tomm-tre eo an ti.

Risklet un den war ar straed

chomet eo war al leur

ha me 'ran ket forzh.

Krennarded

Glas ar c'houmoul-glav

skeudenn ma zad-kozh karet

marv e-pad an hanv.

Ar glav a rae trouz

ploka ploka plok

ha me, me-unan er gêr.

An tan é strakal

glav yen éc'h ober

nedeleg zo é tostaat.

Tud deuet

Raden sec'h beuzet

dindan ar glav

klask a ran ma hent.

Ar stêr he red herr

flik-ha-flok an daeloù

gwerz ar goumoulenn.

Glav ra war ma blev

dirak ar stal chokolad

ha dour em genoù.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 8 ?