Ha ma vefe debret mod-all ?

Dépêche publié le 9/07/15 17:05 dans Economie par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/37/37861/37861_1.jpg
stal boued an arzhanaou

12e30 : b'an Arzhanaou : en ur stal, ' kostez an hent bras, emañ tri den o renkañ al legumaj hag ar frouezh er skornerez.

Gwalc'het al leur, renket ar poubelennoù. War an estaj kentañ emañ ur c'hontour a youl vat o labourat. Un dro en davarn gant ar re a zo e karg, Remy Mouillé, Marie-Pierre, Rozenn... ha setu-int o tisplegañ penaos oa bet kroget an avantur.

B'An Arzhanaou e vez abaoe pell ur seurt hengoun : en em aozañ asambles. Kreizenn gentañ klasoù natur e bord ar stêr a zo bet kroueet amañ, e kreiz ar vourc'h «le CALA». Festoù-noz brudet, stourm a-enep ur greizenn doare Seveso, a-enep maengleuz Kerangoareg : stourmoù gounezet bewech, gant salioù leun chouk, tud ar vro o sevel.

E bloavezh 2014, ur strolladig tud a glask sevel ur gevredigezh «L'Epissure» hec'h anv. Ar pal : lakaat ar vuhez da zistreiñ e kreiz ar vourc'h gant ur stal voued. An hini diwezhañ en doa graet freuz stal just daou viz a-raok. Ul lec'h a zo, sikouret gant an ti-kêr. Penaos ober neuze ? Un emvod foran e miz Ebrel 2014 a lak tud an ti-kêr da galonekaat tud ar raktres. Ezhommoù a zo, kevredigezhel da gentañ, met a c'hell tremen dre ur stal. Statudoù er Prefeti e miz Eost 2014, Remy Mouillé, prezidant, a lañs gant e mignoned un enklask ha, da di da di, ez eont da welout 237 familh war ar 600 a zo b'an Arzhanaou. Degemeret mat-tre int bet, tud o doa gwelet teir familh, ha tud all... tregont !Ar pep pouezhusañ evito a oa ar c'hig, ar fourmaj laezh, ha produioù savet gant tud ar vro, bio pe pas. «Ma vo ker, ne zeuimp ket» o doa klevet meur a wech.

Bet int bet da welout stalioù all : hini Tremargat, Augan, Rablais sur Layon en Anjou. Aze oant bet sikouret kalz ganto :«roet o deus deomp pep tra»

Klasket o doa ar muiañ posubl respont da ezhommoù an dud : gaz ha ti-bank er vourc'h, 550 tra disheñvel (frouezh, legumaj, spiseri, ...). Krouet o deus ur post leun amzer, 40 eurvezh. Goude daou viz (digoret oa bet «l'Epissure» e miz Mae), o deus kroueet un eil bost hanter mazer. Keginet e vez ivez bep sizhunvezh predoù disheñvel.

Bep lun noz da 7e30 e vez graet emvodoù gant an neb a gar, 60 zo bet betek hen !

80 eurvezh labour zo ret kaout evit tout ar pezh a zo d'ober e l'Epissure : prientin, gwerzhañ, renkañ, melestradurezh, kontouriezh... Evit ar poent e chom 40 eurvezh labour a youl-vat bep sizhunvezh. Tamm ha tamm e yelo an eurvezhioù-se gant labour gopret : hiziv an deiz e vez dispignet 837 euro er stal bemdez, ha ne ra nemet kreskiñ. Ret eo kaout 170 000 euro HT evit un implij bloavezhiek?. 20 000 euro zo bet dastumet ar mizvezh kentañ, 20 000 n eil mizvezh. Ha 7000 euro a zo bet roet gant an dud evit kregiñ ganti, da adtapout e-pad ar bloavezhioù da zont.

Kalonekaet oant bet gant an ti kêr gant ur yalc'had a 10 000 euro evit kregiñ ganti (kegin, yenerezh...). Met kavet o doa gwelloc'h chom hep bout sikouret evit ar mont en dro pemdeziek.

Ar re yaouank ? «Ret eo kaout fiziañs enno, aze emañ an alc'houez», eme Remi. Digor bras eo ar gevredigezh dezho, mennozhioù e leiz : urzhiaterez, dastum brezhoneg ar re gozh, ...

Raktresoù all zo war ar stern : digeriñ ur sal gant diskouezadegoù; emgavioù, prezegennoù, c'hoari kartoù, prientiñ beajoù, selaou tud ar vro, echedoù... Hag ar bravañ devezh evito ? "Pa oa an devezh kentañ : tud laouen da gaozeal, d'en em welout, da skoulmañ liammoù adarre, 'giz pa ne oa ket gourmarc'hadoù e kerioù bras...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 3 ?