Ha lous e oa an dud er grennamzer ?

Annonce publié le 26/10/23 12:47 dans Langues de Bretagne par Florent Grouin pour Florent Grouin
https://abp.bzh/thumbs/58/58702/58702_1.png
E-pad ar grennamzer e oa kibelldioù-foran 'ba 'r c'hêrioù digor evit an holl dud, paotred ha merc'hed... Asambles !
Ar yec'hed er grennamzer / L'hygiène au Moyen Âge - An Istor Livet (345 vues)

Er grennamzer e oa lous an dud, o dent ken brein hag o dilhad !

Ur skeudenn voutin an hini eo, diskouezet lies gant ar filmoù ha plantet don 'ba pennoù an dud.

Padal emañ ar «https://www.brezhoweb.bzh/Yec-hed-grennamzer-istor-livet_fiche_4168.html» target=«_blank»>skeudenn-se pell eus ar wirionez... Peogwir ne oent ket tud ar grennamzer ken pell hag an dra-se hag ar romaned a-fed reolennoù yec'hed !

Sed aze 'pezh a zispleg Nikolaz 'ba rann an «https://www.brezhoweb.bzh/Yec-hed-grennamzer-istor-livet_fiche_4168.html» target=«_blank»>Istor Livet-mañ.

Ha kani diwezhañ ar c'houlzad ! Lârit deomp petra ho peus soñjet diwar-benn an abadenn-mañ, petra 'peus kavet mat, pe fall, ha petra 'zo da wellaat evit un eil koulzad ma 'vo unan !

Ha ma n'ho peus ket gwelet an 13 rann, «https://www.brezhoweb.bzh/Istor-livet_376.html» target=«_blank»>klikit amañ !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 2 ?