Tri zra mallus a zo d'ober evit Herve Bihan : ur skinwel e brezhoneg, ur skol veur e brezhoneg evit forzh peseurt danvez hag ar brezhoneg deuet da vezañ yezh ofisiel
Studierien skol veur Roazhon a zo yaouank e UER brezhoneg. Un nebeut bloavezhioù 'zo e oa stourmerien a bep seurt oad deuet evit deskiñ ha studiañ ar yezh.
A-bouez eo bremañ mont pelloc'h ha gallout kinnig d'ar studierien ur skol veur e brezhoneg da vat ... hag ur brezegenn e skol veur, e brezhoneg penn da benn troet e galleg gant dafar ar skol veur pe hini Ofis ar brezhoneg evit an nann-vrezhonegerien (dek er sal devezh er brezegenn, war 60 den ?).Un devezh bennak, marteze...
■