Gwened Tolpad, Diazezadurioù Foran a Genlabour Etrekumunel (DFKE) kentañ ar Mor-Bihan o sinañ Ya d'ar brezhoneg
Gant an ao. François Goulard, kannad-maer Gwened, hag an ao. Dominique Mourier, maer Aradon, an hini kentañ o vezañ prezidant hag an eil besprezidant Gwened Tolpad, e oa bet degemeret e sez an Tolpad-kêrioù d'an 9 a viz Gwengolo 2010 an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C'Huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez Ofis ar Brezhoneg, evit sinañ ar garta.
Gant Gwened Tolpad ez eus bet dibabet 7 ober da gas da benn vat.
Da lavaret eo : sevel panelloù divyezhek bep tro ma vo lakaet re nevez ; kartennoù-pediñ en div yezh ; kemer perzh er vrudadeg evit ar c'helenn d'an oadourien ; kas da benn un enklask da c'houzout piv a oar brezhoneg e-touez implijidi an DFKE ; reiñ ur skoazell arc'hant da sevel ur media e brezhoneg war an dachenn etrekumuniel ; fiziañ en Ofis ur studiadenn war al lec'hanvadurezh.
Embannet he doa an it. Louarn e oa stad enni o sinañ ar garta hag o welet ez ae war-raok diorren ar c'helenn brezhoneg war tachenn Gwened Tolpad. Goulennet he doa ivez war un dro e vefe klasket krouiñ lec'hioù kelenn nevez e bro Gwened.
Degas a reomp da soñj d'hol lennerien e oa bet sinet ar garta gant 7 kumun ezel eus Gwened Tolpad (Gwened, Pleskob, Sant-Teve, Ploveren, ar Bonoù, Sine ha Teiz).
■Kado.