Gwened 29/09/21 : Skignadenn ar film NOZ

Agenda publié le 23/09/21 5:58 dans Langues de Bretagne par Anne-Claire Quiviger pour Anne-Claire Quiviger

An istor :

«Pemzek vloaz eo Mael pa ra anaoudegezh gant Kevin, ur mignon yaouankiz d’e vamm, nevez distro da v/Brest. Met strafuilhet eo Liza a gred eo Kevin pennkaoz marv he breur gevell Lomig da ugent vloaz. Evit gwareziñ he mab e ranko Liza talañ eus un amzer dremenet bet diverket ganti eus he memor.»

Eskemmoù e fin ar film gant ar sevenourez Soazig Daniellou.

gant : Clarisse Lavanant, Judikael Tual, Yann-Edern Jourdan, Thomas Cloarec, Lula Gurriec, Loïc Jadé, Seydina Diouf, Sarah Bridel, Laors Skavenneg, Aziliz Bourgès.

padelezh : 95 minutes

Ur film skrivet gant Soazig Daniellou hag Aziliz Bourgès,

produet par Anna Lincoln

Ur genproduiñ Kalanna, France Télévisions, Tébéo, TébéSud, TVR, Brezhoweb

gant souten Rannvro Breizh, Ar Redadeg , Procirep-Angoa, ha Centre National du Cinéma et de l’Image animée.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 2 ?