Guerilla pe stourm a-enep un aerborzh ?

Communiqué de presse publié le 23/02/14 13:34 dans Politique par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

500 CRS e pep lec'h e kêr, kamionoù bras o stlepel dour ha greunadennoù, tan e pep lec'h...

Setu skeudennoù bet filmet dec'h e Naoned. E kichen ur vanifestadeg vras ha brav, leun a ijin hag a livioù, tud yaouank e leizh, brezel war ar straed bras hag e straedoù bihan. Distruj stal Vinci, distruj daou garr tan, distruj pannelloù gwer an ti kêr, redadegoù er straedoù gant mogerioù savet buan ...

Ha goude, gwasoc'h c'hoazh : war ar skramm tele, feulster hepken, ger ebet diwar benn ar re yaouank gloazet (hag ur bern zo bet), ger ebet war an diskourioù hag an 52% a dud n'o deus ket c'hoant da gaout un aerborzh e Kernitron al Lann, ger ebet dirak ar goulenn bouezusañ : hag e vo eus an aerborzh-mañ ?


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 9 ?