Grall enoret ba bro an Aven

Chronique publié le 26/12/21 10:17 dans Culture par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/54/54129/54129_1.jpg
Dan hag ar re yaouank : un dudi !
Grall ba Nizon : un abadenn klasel gant rock an avel hag ar mor (140 vues)

Grall enoret el lise, e stal Penn da benn ba Kemperle, e Lokunole gant Dan ar Braz, e Pont Aven gant ur skipailh skrivagnerien, hag e Nizon : brav an abadennoù !

Kroget e oa bet ba ti Marijo, 'ba Penn da Benn, gant Pierre Tanguy ha Marcel le Lamer gant lennadennoù merc'hed ar vro. Deuet e oa Pierre ba lise Kerbertrand, ha Dan ar Braz war e lerc'h evit komz diwar benn Grall ar barzh, Grall ha Villon. Hag evit echuiñ penaos en doa graet Dan evit kanañ testennoù Grall.

Goude e oa bet lidet gant Preludes de l'Aven, ba Nizon en iliz leun chouk (250 a dud) Grall gant testennoù «Solo», «le barde imaginé», ha «L'inconnu me dévore» lennet gant Malik Faraoun. Brav oa an abadenn gant ar sonerien eus Pariz, Emmanuelle le Cann ha Matthieu Lejeune (piano ha gourvioloñs).

Sur a-walc'h e vefe bet eurüs Zavier da selaou kement-all, 40 vloaz goude e buhez war an douar-mañ. Addizoloet nerzh e varzhoniezh gant lod an dud, ar re yaouank hag ar re gozh, n'o doa ket morse bet tro da lenn e varzhoniezh tener, levezonet gant ar Grennamzer hag ar rock'n roll, keltiek ha relijiel war un dro...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 3 ?