Goulennit program korn ar vugale Karaez !

Communiqué de presse publié le 3/10/15 10:14 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Kan, c'hoariva, kontañ, sevel haiku : ar brezhoneg e kreiz korn ar vugale gouel al levrioù 2015

Ur pezh c'hoari nevez evit ar vugale gant La Obra (Tifenn hag Erwan) a vo kinniget d'ar 24/10 e korn ar vugale gouel al levrioù Karaez. Kanaouennoù Jakez ar Born a vo d'ar sul goude merenn gant kontadennoù Amy ha Suzanne Bajul. Lennadennoù haiku a vo just a-raok film Ronan Hirrien d'ar sadorn gant Annaig Kervella ha Mai Ewen.

Hag e-pad an daou devezh : haiku da sevel, da dresañ, golo levrigoù da livañ gant sikour Anna Duval-Guennoc etre 14e ha 18e disadorn ha disul. Digoust, anat deoc'h !

Disadorn

tresañ gant testennoù haiku gant Anna Duval Guennoc 14e

sevel haiku gant ar vugale e brezhoneg 14e

Polo ha Nena, gant la Obra 15e

sevel haiku gant ar re deuet e brezhoneg, 16e

lennadenn haiku gant Annaig Kervella ha Mai Ewen, 17e30 (a-raok film Ronan Hirrien)

disul

tresañ gant testennoù haiku gant Anna Duval Guennoc 14e

sevel haiku gant ar vugale e brezhoneg,14e

Abadenn Jakez ar Born, 15e

kontadennoù gant Suzanne Bajul hag Amy 16e 30


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 9 ?