Goulennet e vo gant an dud skoazellañ an 8 stourmer Breizhad a Naoned e-pad ar vanifestadeg e Kempe

Appel publié le 27/03/12 0:54 dans Justice et injustices par Jerom Bouthier pour Jerom Bouthier


E-pad manifestadeg an 31 a viz Meurzh e Kemper e vo goulennet ur blank bennag gant an dud evit sikour 8 Naonedad yaouank bet kandaonet stard gant Lez-Engalv Roazon etre 2009 ha 2011 goude meur a brosez.

An divoudoù

1-  “Taggoù” livet war Ti Rannvro Broioù al Liger ha war meur a banelloù-titour evid 6 anezhe : Awen (23 bloaz), Ewan (19 vloaz), Hoel (18 vloaz), Kevin (20 vloaz), Mael (20 vloaz) ha Youenn (21 bloaz).

2-  Boud bet o kemer perzh er vanifestadeg « Contre toutes les oppressions » (eneb d'an oll waskerezhioù), evit daou arall : Alan (45 ploaz) ha Jonathan (29 vloaz).

Kondaonet eo bet an 6 kentañ da baeañ 22600 € evit rapariñ an distruj ha da zaou viz prizon goursezet ouzhpenn. Hag un dell-gastiz 500 € e vo red da beb unan hag an daou arall paeañ ive.

Da lâred eo 23.600 € en oll !

Ne oa ket bet kondaonet ar Vretoned yaouank-se biken e-raog, ar wezh kentañ dezhe da voned dirag al lez-varn enta. Lod anezhe ne oant ket major c'hoazh p'o doa graet an traoù rebechet dezhe.

Doare ar skoazell

E penn-kentañ ar vanifestadeg e vo kemennet ar gest hag en ur Gwenn ha Du braz e vo graet.

Lakaat ar chekennoù dindan anv Skoazell Vreizh. Ur mod all evit sikour : (voir le site) eus 44=Breizh.


Trugarez deoc'h da roiñ harp dezhe.


Evit ar strolladig-souten : Iffig Cochevelou, Michel Chauvin, Jerom Bouthier

Deuit ganimp : www.skoazell-vreizh.org/ ha (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 8 ?