Goulennaoueg Pal Redadeg 2020

Communiqué de presse publié le 9/10/18 17:15 dans Langues de Bretagne par pour

(voir le site) class=«spip_in» title=«jpg/img_9866-2.jpg»> (voir le site) width='500' height='334' alt='JPEG - 488.6 ke' />

Da youlidi ar Redadeg

Da gentañ penn e lâromp deoc'h trugarez vras evit ho perzh e aozadur Redadeg 2018. Met lâret n'eo ket tout ! Fell a ra deomp ouzhpenn-se pediñ ac'hanoc'h d'ur fest aozet d'ar Sadorn 10 a viz Du evit bodañ youlidi ar Redadeg. Kaset vo ar programm deoc'h benn nebeut.

Ma plijfe deoc'h anveout gwelloc'h mont en-dro ar Redadeg e pedomp ac'hanoc'h da gemer perzh en hon emvod kentañ d'ar Sadorn 20 a viz Here, e Karaez, ivez.

(voir le site) width='8' height='11' class='puce' alt=«-» /> 10e-12e30 : degemer ar re nevez > ober anaoudegezh, aozadur ar Redadeg (live lec'hel ha live Breizh), respont d'ar goulennoù…

(voir le site) width='8' height='11' class='puce' alt=«-» /> 12e30-2e : pred rannet

(voir le site) width='8' height='11' class='puce' alt=«-» /> 2e-4e30 : emvod-meur ar Redadeg (digor d'an holl, met dav eo bezañ ezel(ez) evit votiñ).

Trugarez da lâret deomp an abretañ ar gwellañ hag-eñ veoc'h gwelet pe get.

Evidomp prientiñ hon emvod-meur bloaziek e kinnigomp deoc'h respont d'ur sontadeg berr. Hervezoc'h, petra eo palioù pennañ ar Redadeg evit ar bloavezhioù da zont ?

Trugarez da respont d'ar sontadeg en linenn d'ar Meurzh 16 a viz Here d'an diwezhatañ, amzer deomp dielfennañ an disoc'hoù a-raok an emvod-meur. Ho respontoù a sikouro ac'hanomp da zibab ha da dapout divizoù evit dazont ar Redadeg (war an aozadur, war an arc'hant, war ar c'hehentiñ…).

A wir galon,

Leïla Simon ha Jerald ar Gov, kenbrezidanted ar Redadeg

**************************************************************

Ce communiqué est paru sur Ar redadeg (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 4 ?