Kantreadeg get barzhonegoù a-ziár dihun an natur en nevez-hañv :
D’ar 1añ a viz Mae, pand eo an amzer é arru brav, e vez maeet an tier e Breizh aveit degas chañs d’an dud ha pellaat tañvalded ar gouiañv. Kement-se a vez graet en Iwerzhon hag e Kernev-veur… Aveit akustumiñ ar re o deus-int ankouaet ha sevel liammoù etre ar rummadoù eh eus bet kinniget get kevredigezh Bemdez un tolp en arbenn da Gala-Mae (Beltan aveit ar Gelted kozh). Stourmoù sokial ha sevenadurel a ya asambl da neuze.
Èl ma vez bep blez a-c’houde seitek vlez e raimp ur valeadeg ha selaou barzhonegoù a-zivout ar gwez douzh giz ar broioù keltiek ár un dro, e brezhoneg, e gallaoueg, hag e galleg.
An amzer gaer é tonet a zlee bout dasson ar brezhoneg é vleuñviñ en-dro. Tolpet e vo tud kozh ha bugale, a-gevret da serriñ mae ha maeiñ ar vro.
D’ar Sul 1ñ a viz Mae :
10 e. 00 : emgav el « Loj Charlot » ár hent Bieuzhi – Kamorzh.
10 e. 15 : baleadenn ha barzhonegoù e tachad ar Roc’h Du hag àr-dro Kervadailh. Istoer ha sorbiennoù ag an tachad-mañ.
12 e. 00 : pred e ti Mari-C’hlazioù, kasit ho poued ganeoc'h !
baleadeg e flondrenn ar C’hoverdon da zizoleiñ al loened, ar struj hag an douarouriezh. Lennadennoù ha barzhonegoù.
3 e. 30 d’enderv : banne profet, dibenn ar valeadeg.
Digoust.
Degasit barzhonegoù ha benveger-soniñ mar karit.
Aozet get Bemdez
Ti ar c’hevredigezhioù / 31 straed Gwilherm ar Barzh
Kergadoù
56 000 GWENED – 06 11 51 43 15
■