Gouel Kala-Mae, Gouel Barr-Mae 2015

Agenda publié le 16/04/15 14:44 dans Cultures par Bertrand Deléon pour Bertrand Deléon
https://abp.bzh/thumbs/37/37023/37023_1.jpg
Stêr ar C'hoverdon

Kantreadeg get barzhonegoù a-ziár dihun an natur en nevez-hañv :

D'ar 1añ a viz Mae, pand eo an amzer é arru brav, e vez maeet an tier e Breizh aveit degas chañs d'an dud ha pellaat tañvalded ar gouiañv. Kement-se a vez graet en Iwerzhon hag e Kernev-veur… Aveit akustumiñ ar re o deus-int ankouaet ha sevel liammoù etre ar rummadoù eh eus bet kinniget get kevredigezh Bemdez un tolp en arbenn da Gala-Mae (Beltan aveit ar Gelted kozh). Stourmoù sokial ha sevenadurel a ya asambl da neuze.

Èl ma vez bep blez a-c'houde c'hwezk vlez e raimp ur valeadeg ha selaou barzhonegoù a-zivout ar gwez douzh giz ar broioù keltiek ár un dro, e brezhoneg, e gallaoueg, hag e galleg.

An amzer gaer é tonet a zlee bout dasson ar brezhoneg é vleuñviñ en-dro. Tolpet e vo tud kozh ha bugale, a-gevret da serriñ mae ha maeiñ ar vro.

D'ar Gwener 1ñ a viz Mae :

• emgav da 10 e. 00 e-tal chapel Sant-Kidi etre Pluverin hag ar Chapel-Nevez.

• baleadeg àr-dro Kervadailh ha flondrenn ar C'hoverdon da zizoleiñ al loened, ar plant hag an douarouriezh. Lennadennoù ha barzhonegoù ; pred e ti Mari-C'hlazioù, kasit ho poued ganeoc'h !

• 4 e. 00 d'enderv : banne profet, dibenn ar valeadeg.

Digoust.

Degasit barzhonegoù ha benveger-soniñ mar karit.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 5 ?