Gouel Celtomania/ nozvezh lid-digeriñ d'ar Gwener 8 a viz Gwengolo

Agenda publié le 2/09/23 15:10 dans Culture par Anna Preden Anna Preden pour Anna Preden Anna Preden
https://abp.bzh/thumbs/58/58298/58298_1.png
Anna Preden ha Dom Duff
https://abp.bzh/thumbs/58/58298/58298_2.png
Anna Preden ha Dom Duff

////PROGRAMM :

6e30 : Lid-digeriñ an diskouezadeg “soñj(où)” gant Anna Preden + Kinnig programm ar greizenn sevendurel “Yezhoù ha sevenadur”

8e : Sonadeg Dom’ Duff

Gwerzh skritelloù tennet eus an diskouezadeg “Soñj(où)” 1 - 2 euros/ skritell a yelo d'ar gevredigezh «la forêt des enfants»

/////PALIOU AR SKRITELLOU:

- deskiñ yezhoù dre al lavarennoù. ( brezhoneg eo met troet eo e galleg ha saozneg war ar c'hartelloù hag a-dreñv ar skritelloù )

- plantañ gouez frouezh evit ar rummadoù a zeu dre labour ar gevredigezh «la forêt des enfants»

- kinklañ gant ur prof personel ha lec'hel

////AN DISKOUEZADEG «Soñj(où)»

- Digoust eo an diskouezadeg ha betek d'ar Gwener 8 a viz Here 'vo er greizenn sevenadurel.

- Lavarennoù skrivet gant oberourien disheñvel eo ar soñj(où)-mañ, skrivet gant oberourien disheñvel

- Troet eo al lavarennoù e galleg hag e saozneg ouzh ar c’hartelloù e-pad an diskouezadegoù.

- Strollañ a ra an diskouezadeg-mañ an holl daolennoù savet gant an obererez, gant un daolenn “souezhadenn” hag unan all da werzhañ evit ar gevredigezh “Grain de sel”/ bugale glañv eus Breizh (distaol tailhoù 66% )

Chomlec'h: 12 bali an Añjevinier

44800 Sant-Ervlan

Aozerien: Kreizenn sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur / Celtomania

Gouzout hiroc'h war al lec'hiennoù Celtomania, centreculturelbreton.fr hag anna-preden.com


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 0 ?