Gouel ar Pouldu evit Diwan : d'ar gwener 16 a viz Gouere

Agenda publié le 12/07/10 19:46 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/19/19059/19059_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/19/19059/19059_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/19/19059/19059_3.jpg

Ganet eo ar gouel-mañ tregont vloaz ' zo, gant tud a youl-vat Diwan. Kelc'h keltiek Lannejen, kanerien ha sonerien ar vro (Pensec/Belon ha Miniou/Salvar), merc'hed yaouank skoliataet e Diwan (Manaly ha Nolwenn), ar strollad Turian. Kinniget e vez d'an dud mont da vale war bord an aod gant ur charaban, da c'hoari gant c'hoarioù hengounel Breizh. Desket e vez dezho dañsoù ar vro, hag e vez debret war al lec'h, krampouezh, soubenn pesk, lard rostet ... a-raok dañsal evit ar fest-noz. Er maez, gant ma vo brav an amzer, e-barzh sal ar gouelioù Kloar, ma rafe glav.

Digoust evit ar vugale, 3 euro evit mont e-barzh mod-all.

Pep bloaz e pep korn ar vro e vez aozet gouelioù ha rastellet arc'hant evit ma c'hellfe 3200 bugel (ur c'hresk a vo ar bloaz-mañ c'hoazh) bezañ skoliataet en un doare deread.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 8 ?