Goude an embann, ar c'hoariva : pebezh tristidigezh

Dépêche publié le 3/03/12 1:54 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/25/25046/25046_1.jpg

Resevet o deus strolladoù c'hoariva an departamant ul lizher

Ha skrivet e oa e-barzh e oa echu gant yalc'hadoù evit ar c'hoariva a youl-vat, hag ar gengevredigezh anvet «C'hoariva» hag a zo bet efedus evit bodañ ar strolladoù teatr en departamant, micher hag a youl-vat. Stummadurioù, daou festival, unan all da vezañ graet e miz Gwengolo 2012... ha netra ken ?

Souezhet e oa implijiadez ar gevredigezh da lenn : «Promotion de la langue bretonne - suppression de dispositifs d'aides aux associations», e penn al lizher.

Met gwashoc'h a zo :

Piv a ra goap ouzh piv ? Se vo gwelet en devezhioù o tont, kredapl.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 2 ?