Gerioù Glas-Noz gant Loeiz Gwilhamot

Présentation de livre publié le 17/10/11 9:59 dans Langues de Bretagne par Erwan ar Menn pour Erwan ar Menn
https://abp.bzh/thumbs/23/23512/23512_1.jpg
golo al levr


«Abred-tre on bet douget d'al lennegezh ha d'ar varzhoniezh. Koulskoude on aet diwezhat a-walc'h da furchal el lennegezh e brezhoneg, hag on bet sebezet o tizoleiñ skridoù Roparz Hemon ha skipailh Gwalarn.

Goude bezañ graet anaoudegezh gant Pirc'hirin ar Mor e'm eus bet c'hoant e enrollañ war ur gantenn ; graet eo bet gant sonerezh Youenn Manchec ha skoazell Aber. Roparz Hemon zo evidon unan eus hon brasañ skrivagnerion.»

From, fentigell, melkoni, c'hwervoni zoken, orged, taolennoù tener… Liesliv eo awen Loeiz Gwilhamot, ha liesdoare an testennoù bodet e Gerioù glas-noz, an dastumad kentañ kinniget gantañ : skridoù hir pe hiroc'h, haïku, barzhonegoù e gwerzennoù dieub… danevell un darvoud fentus, eñvor ur fromadenn… Hag o tistreiñ evel houlennoù ar mor, atersoù war al lavar, ouzh ar gerioù…

Loeiz Gwilhamot zo bet ganet e kreiz ar c'hantved tremenet (1952), etre ar Stêr Aon hag ar Menez-C'hom. Goude bezañ bet «Yann e vil vicher» e-pad un nebeud bloavezhioù, e labouro er skingomz e-pad 30 vloaz bennak : e Berlin, e-barzh S.F.B., e Breizh evit France Bleu Arvorig hag France Bleu Breizh Izel, goude bezañ bet o kenlabourat gant France Culture hag R.F.I.

Abaoe e klask skrivañ !

Gerioù glas-noz, 14 x 20 km, 80 p.

Priz : 10 €

ISBN : 978-2-916845-08-1


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 2 ?