Gant Kanfarted Kristian Duro ha Yann ar Floc'h, Pennig Maoutig !

Reportage publié le 20/11/10 13:45 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20622/20622_1.jpg
uuw9krgmyu18f2ufun2t.mp4

Foetañ bro a reont abaoe pell, ar ganfarted, gant ur glarinetenn pe treujenn gaol hag abaoe un nebeut bloavezhioù bremañ e vezont gwelet o kontañ marvailhoù er vro : ar «Chevailher» da gentañ, ha «Pennig Maoutig» bremañ. Kontadennoù kontet da gentañ gant Catherine Duro (dastumet gant Jean Le CLerc de la Herverie, dastumadeg Dastum), mamm Kristian.

An daou gomper a son gant meur a arzour er vro : gant ar strollad Termaji, Oktopus Kafe, gant Louise Ebrel, evit ar festival fisel, festival an treujenn-gaol e Rostren, ha c'hoazh ..

Amañ e «Pennig Maoutig», ne gomz ket Kristian ur ger e galleg. Yann a zo deuet en ti evit deskiñ seniñ tonioù gant Kristian, ha klask a ra treiñ e galleg ar pezh a vez lâret gant Kristian. Ne blij ket fin ar gontadenn da Yann, neuze e krogont da seniñ, met raouiet eo mouezh bouest an diaoul, ha d'an daou gomper da seniñ asambles.

Ur blijadur eo ar gontadenn-se hag e vez digor d'an holl. Lakaat a ra an nann-vrezhonegerien da gompren an istor, ar re o komañs, laouen da welout o deus komprenet kalzig a draoù memestra, ar re a oar ha ne gomprenont ket dre ret brezhoneg Kristian, komzet buan ha distaget mod ar vro. Un doare divyezhek da grouiñ ha ne vez ket kavet ken alies-se.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 3 ?