22 a dud, 20 kevredigezh, hag 11 brezhoneger er sal, gant maer Kerien ha maer Banaleg, brezhonegerien an daou ivez, evit kenlabourat.
Emvodoù zo bet abaoe daou vloaz evit prientin ar gevredigezh nevez : pedet oa bet gant kumuniezh kumunioù bro Kemperle Ti ar Vro Kemper ha ti ar vro Kawan evit displegan penaos e vez graet evit sevel ar gevredigezh, lakaat anezhi da vevañ, sikour an izili.
Prientet o deus gouel ar vro a vo e miz Mae e Banaleg : dans, gouren, bugale ar skolioù o kanan e brezhoneg, fest-noz, friko ... peadra evit diskouez youl an 20 kevredigezh a zo o kenlabourat dija.
■