Galv : un devezh-studi en-dro da dem an treuzkas

Communiqué de presse publié le 2/02/15 16:33 dans Langues de Bretagne par Olivier Berson pour Olivier Berson
https://abp.bzh/thumbs/36/36387/36387_1.png
Galv : un devezh-studi e brezhoneg

Treuzkas eo pal ar c'hollokoù hag an devezhioù-studi dre-vras, e-mesk palioù arall c'hoazh : eskemm soñjoù, kas pelloc'h un enklask àr ar stern get sikour selloù ha mennozhioù nevez, kejiñ get enklaskerion arall...

Treuzkas eo pal an devezhioù-studi aozet a-c'houde 2012 get Ti Douar Alre ha Kerlenn Sten Kidna : roiñ d'anaout labourioù kaset e brezhoneg hag àr ar brezhoneg, roiñ d'an enklaskerion ha d'an dastumerion an tu d'er gober e brezhoneg iwe.

Divizet eo bet enta lakaat an treuzkas da vout tem an devezh-studi da zonet kar ledan a-walc'h eo evit degemer a bep sort predegennoù ha danvezioù. Bez e c'hello tenniñ d'an treuzkas sevenadur dre vras, ha pa vehe àr dachenn an dañs, ar sonerezh, ar segredoù kegin, ar yezh, an enklaskoù skiantel ha c'hoazh...

Setu ma kav deoc'h ho peus danvez ur brezegenn a gouchahe mat doc'h an tem lakaet d'hon devezh-studi ar blez-mañ, na zoujit ket evit kas ho kinnig deomp. Evit gouiet hiroc'h, taolit ur sell àr ar galv amañ staget.

Evit monet e darempred geneomp : oliertidouaralre@gmail.com, 02 97 31 87 59


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 2 ?