Galv Dewi galvet gant ar polis digwener

Appel publié le 19/04/12 0:04 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/25/25570/25570_1.jpg

Setu al lizher skrivet gant Dewi :

« Salud,

Galvet on e ti-polis Sant-Varzhin e Brest 'benn digwener, 20 a viz Ebrel, da 5 eur, da heul an oberenn sit-in + pegsuniañ graet e ti-post Montroulez e miz Genver. Hervez kont en deus adsavet klemm Ar Post 'blam o deus kollet kalzik arc'hant o kempenn an traoù (!)

Gervel 'reomp an dud tomm ouzh ar brezhoneg d'en em vodañ dirak an ti-polis-se, adalek 4e15. Seul vuioc'h a dud a vo, seul diaesoc'h e vo dezhe kas an afer-se dirak ul lez-varn. Pouezus eo 'teufe ur bern tud dirak ar gazetennerien 'ta !

Da heul e vo paket ur boc'h hag un tamm emvod debriefing (ha komz deus an oberenn »Tram« a vo graet e deroù miz Mae ivez).

'Benn digwener, gant ho t-shirt orañjez !

Dewi»


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 1 ?