Galv an UDB ; an holl ba Karaez dimerc'her !

Communiqué de presse publié le 22/09/21 0:02 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/53/53476/53476_1.jpg
Manif Diwan e 2021

Gervel a ran an UDB da vont dimerc'her da Garaez evit diskouez nerzh ar Vretoned evit cheñvh politikerezh Blanker

UDB Kreiz Breizh a c’halv an dud da gemer perzh er vodadeg skoazell d’ar gelennadurezh e brezhoneg ha d’ar gelennerien(ezed) divyezhek a vo e Karaez, da 4eur g. m., d’ar Merc’her 22 a viz Gwengolo e Kerampuilh dirak burevioù Rannvro Breizh.

Ar goulennoù savet gant saverien ar vodadeg eo ar Stad C’hall a ra war o zro : digeriñ ha serriñ ar postoù kelenn, niver a eurvezhioù kelenn, stummañ ar gelennerien… padal e c’hortozomp digant Christian Troadec, isprezidant nevez a zo war e garg d’ober war-dro yezhoù Breizh ha Bretoned ar bed, ha digant ar c’huzul Rannvro ma lakfent gwask war ar Stad-C’hall evit ma vo sinet ur gevrat Stad-Rannvro a-feson evit pezh a sell eus yezhoù Breizh. Fell’a ra deomp gout, ivez, pegement a vo postet resis gant ar c’huzul Rannvro e budjed ar brezhoneg hag e c’houlennomp ma vo implijet da vat ar brezhoneg e mont en-dro pemdeziek hag e kehentiñ ar c’huzul Rannvro.

N’hellomp ket lezel ken gant ar Stad-C’hall ar galloud da zivizout eus dazont ar gelennadurezh divyezhek ha dre soubidigezh. Pe vije ar c’huzul Stad, ar rektordi, ar gouarnamantoù, n’hellomp ket kaout fiziañs ken enne nag e aozadurioù ar Republik C’hall.

Unvaniezh Demokratel Breizh a c’houll ma vo graet war-dro ar gelennadurezh dre soubidigezh hag ar gelennadurezh divyezhek gant Rannvro Breizh ; ar Vretoned a c’hello e-giz-se choaz o dilennidi diouzh al labour vo bet kaset da benn gante."

UDB Kreiz Breizh

poltred :Maud Dupuy


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 6 ?