Gwelet gant 300 bugel dilun ha dimeurzh : Ar briñsez.ig !

Chronique publié le 10/07/21 11:46 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/53/53007/53007_1.jpg
Strollad Fubudennig asambles gant bugale skol Diwan Kemperle, 06072021
Abadenn Prinsez.ig evit skol Diwan Banaleg, d'ar 6 a viz Gouere 2021 (69 vues)

E-pad daou zevezh e oa bet c'hoariet pemp gwech an abadennig «Prinsez.ig» gant c'hoarierien ar strollad Fubudennig, pevar bugel ha krennard, graet ganto daou bezh c'hoariva dija dirak c'hwec'h skol.

C'hoariet o doa e 2017/2019 : daou bezh. «Avaloù Vleago» da gentañ, skrivet gant Goulc'han Kervella. Ha war lerc'h «Tropinellad korriganed» gant ul labour enklask ha krouiñ tro dro da skeudenn ar gorriganed : korriganed a vremañ o tifenn an natur, pe war ar c'hroazh hent o klask lakaat otoioù da vout distrujet... Met ivez kontadennoù hengounel evel hini Mona Bouzeg diwar mab ar gorriganez (bro Molan), hini ar Barzaz Breizh, hini mil anavezet «an daou dort». Sikouret e oant bet evit al leurenniañ gant Goulc'han Kervella ha gant Paskal Cariou. C'hoariet o doa div wech e festival Taol Kurun a-raok Strollad Kallag, pe asambles gant strolla Lise Diwan Karaez. Graet o doa ivez div wech ar festival c'hoariva Kerhervy e Lann er Ster e fin miz Even. Kemeret perzh e gouel ar c'hoariva e brezhoneg gant skolajidi brezhonegerien e Montroulez.

C'hoariet 22 gwech : e skolioù ar vro (Diwan Banaleg, Kemperle, An Oriant, klasoù divyezhek Kervilin e Molan, Tremeven, Kerien, Kerbertram Kemperle, skolaj Kervarker Kemperle...

1600 den evit ur strollad bugale, n'eo ket fall. Met ar pep pouezusañ : c'hoarzhadegoù bugale, eskemmoù e yezh ar vro, plijadur eskemmet, hag emrenerezh ur strollad gouest da lakaat al leurenn, da vout prest da c'hoari teir gwech an deiz, gant ur pred e ti-krampouezh e vit trugarekaat anezho memestra !

An abadenn a zo bet kinniget dilun ha dimeurzh a oa ul labour war skeudenn prinsezed e kontadennoù hag er bed a vremañ : goude bout gwelet un dek priñs ha priñsezed bennak, setu tro teir c'hontadenn adnevesaet gant ar strollad : Roue ar Rannoù (Breudeur Grimm), Gwenn Erc'h (doare Pierre Gripari), hag ar brinsez strobinellet (Fañch an Uhel). Kroget e miz Ebrel e oa bet sikouret gant Pascal Cariou kreiz miz Even e-pad un devezh staj e Kemperle.

M'ho peus c'hoant da zegemer ar strollad en ho skol, ho kreizenn dudi : 06 79 14 96 87 pe afea@laposte.net


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 4 ?