Fromus e oa tremen ar vazh test war vor etre Enezenn Vazh ha Rosko !

Chronique publié le 5/05/16 10:21 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

A-drugarez da Wagenn-TV oa bet graet ur filmig kaer gant tud ar vro ha tud yaouank, skolaerien, liseidi bet e Diwan, tud kozh...

E kreiz an noz oa chomet dihunet skolidi ar c'hlas divyezhek, evit redek gant ar Redadeg,livet ganto ur giton, heuliet an hent graet gant ar rederien war Internet er c'hlas...

E gouloù deiz, setu kayakoù o c'hortoz evit mont betek enezenn Vazh hag o doa roet ar vazh test war ar c'hayak, gant an aon e kouezhfe en dour...

Fromus ar c'homzoù, fromus al liamm gant an natur, ar mor, hag ar brezhoneg, ha komzoù an den kozh souezhet don gant ar yaouankizoù hag an «new speakers» graet ganto ar striv da zeskiñ ur yezh oa tonket da vervel...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 1 ?