Friko zo, abadenn nevez strollad Ar Vro Bagan

Dépêche publié le 19/02/11 22:48 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
ox1m8d8b4fe0zh5t2tj2x7qwaog5sq75hlsxukpubxlpdmru3p.mp4, an4jrp322dspjxyj3v2cfuwioa1attgdywvul43506mrfv5bwi.mp4

E sal ar pevar avel eo bet diskouezet pezh-c'hoari nevez Ar Vro Bagan, e-pad «An deizioù», festival sevenadur ar vro e-kreiz ar goañv.

Ur skipailh 13 den o tañsal; kanañ, c'hoari pezh.

Ouzhpenn ur skrivagner a zo : pezhioù ar Grennamzer, Moliere, Jarl Priel, Courteline, Labiche, Tchekhov, Naig Rosmor, an tad Menar, Jean-Michel Ribes ...

Tregont vloaz eured Nicole ha Goulc'han : un digarez da gomz diwar-benn an eurediñ, ar bazh-valan, klask troioù-lavar ha kanaouennoù, kontadennoù (gant Mikael Konk, un dudi !).

Brav an abadenn, zoken ma vez adwelet pezhigoù zo a oa en abadennoù bet c'hoariet dija, ken plijus eo gwelout c'hoarierien en o aez. Un tammig hir eo an abadenn (div eurvezh), ha sur a-walc'h e vefe plijusoc'h berraat un tamm, dreist-holl evit an dud o kregiñ gant ar brezhoneg.

Jakez ar Born a ziskouez e ampartiz : kad da c'hoari an denjentil, ur furlukin o jestraouiñ gant ur boked, ha goude ur paour kaezh gleub o c'hortoz an dousig kejet outi dre Internet hag a zo ... ur paotr. N'eo ket youank-flamm ar strollad (skipailh tud a oa aze tregont vloaz zo : Jakez, Marivonig Berthou, ...) a zegemer ur c'hoarier yaouank, ha barrek dija.

Gant ma vo c'hoariet «Friko 'zo » e meur a lec'h e Breizh, evit reiñ c'hoant da veur a zen da bignat war al leurenn evit c'hoari d'e dro.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 0 ?