Frañs eus Griezmann da gas mann : Breizh evit Portugal !

Communiqué de presse publié le 13/07/16 12:25 dans Sport par Bertrand Deléon pour Bertrand Deléon
https://abp.bzh/thumbs/40/40553/40553_1.jpg
Euro 2016 : Breizh evit Portugal

Un tolpadeg zo bet aozet gant ar gevredigezh sevenadurel ha stourm Bemdez evit harpañ Bro-Bortugal da geñver gourfenn Euro 2016.

E leurgêr an Dieubidigezh e Gwened e oa bet lakaet an emgav ma oa bet lakaet bannieloù Gwenn-ha-du ha hini Portugal da strakal en avel.

Diorren broadoù ar wareg altlantel er vell-droad a dalveze an Euro-se : hor c’hendirvi a Vro-Gembre, Iwerzhon, Island… skoaz-ouzh-skoaz gant ar re a vez a-gozh evel Bro-Saoz ha Portugal.

Breizh, Skos, Euskal-Herria zo e-maez ar jeu c’hoazh. Da c’hortoz e tiskouezomp bezañ lorc’h ennomp gant trec’h Portugal, broad ar wareg atlantel, betek er c’hoari !

Gourc’hemennoù da skipailh broadel Portugal.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 1 ?