Folklo, ar brezhoneg ?

Communiqué de presse publié le 12/08/13 19:45 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/31/31173/31173_1.jpg
Anaig ar Gars ha Paol Molag
(325 vues)

Tabutoù e brezhoneg e gouelioù an Oriant, un dra vat eo. Met goulennoù droch a vez savet a-wechoù...

«Ça donne envie d'apprendre le breton au-delà de purement de quelque chose de folklorique... c'est-à-dire qu'elle soit utile, cette langue.»

Ha Naig ar Gars ha Paol Molag da respont ez eo a-drugarez d'ar brezhoneg int deuet da vezañ dilennidi, bremañ e vez kavet labour e brezhoneg, ha muioc'h a chañsoù 'vez da vout skolaer, kelenner... Ha da abegiñ forzh pegement. Pegen fur int bet ! Mat e vo, un deiz bennak, respont en un doare all. Met marteze ne vefe ket «politically correct» ?

Met ma vije bet Paol ha Naig tud ur vro all, daoust ha goulennet e vije bet seurt traoù diganto ? Daoust ha lavaret e vije bet dezho n'eo o yezh nemet folkloraj ?

Marteze e vije bet gwelloc'h respont e doare paotr Euskadi, Mixel Etxekopar, war France Inter, war-eeun e 17vet estaj ti bras Radio France, da vuhezour «Bonjour villages» a c'houlenne gantañ :

– Mais qu'est-ce qui vous fait parler basque ?

– Si j'étais Pygmée, tu m'aurais pas posé la question.

Hag ar paotr all fuloret pa ne gomprene ket perak e oa bet ken «feuls» Mixel...

Ur skouer all ? War France Inter atav, gant Daniel Mermet, e «Là-bas si j'y suis», goude ur ganaouenn vrav e provañseg :

– Mais qu'est-ce qui vous fait chanter en provençal ? Des relents pétainistes ?

Ale, ur skouer all, dleet deoc'h peogwir ho peus lennet betek amañ : en Okitania, n'eus den ebet ken e France Bleu a gomz gant un taol-mouezh bennak. Difennet gant ar renerien. Hag ar gomedianed a «bign» da Bariz ? Respontet e vo dezho, evel da aktourez ar film «la Graine et le Mulet» (Abdelatif Kechiche) goude ur c'hasting : «Mademoiselle, il faudra que vous preniez des cours de diction si vous voulez faire du cinéma»...

Penaos chom fur ha seven goude traoù a seurt-se ? «Gouzañv» e vefe ar ger-stur, e Breizh hag e brezhoneg ? Ha dihunet e vo ar Vretoned un devezh bennak ?


Vos commentaires :
Emilie Le Berre
Vendredi 15 novembre 2024
Ce qui est terrible, c'est le bruit de fond. On a l'impression que personne n'écoute.

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 4 ?