Foeterien : kit war henchoù Kernev-Veur adalek digwener !

Agenda publié le 7/01/15 12:59 dans Media et Internet par Corinne ar Mero pour Corinne ar Mero
https://abp.bzh/thumbs/36/36142/36142_2.jpg
Foeterien : dao de'i war henchoù Kernev-Veur !

C'hwec'h int bet, etre 20 ha 28 vloaz anezhe, o veajiñ war droad war henchoù Kernev-Veur.

Un 40 lur saoz bennaket gante 'ba o chakodoù, amprouennoù a bep seurt ingal war an hent, ar redi da gavet boued hag ul lec'h 'vit gellet diskuizhañ deus noz : n'eo ket bet aezet mont gant ar 1 000 kilometr e oa ret dont a-benn dioute evit ma 'c'h afe ar maout gante !

Met nerzh ha startijenn forzh pegement o doa diskouezet kaout, sur ha n'eo ket marteze.

Ma faot deoc'h mont d'o heul ha gwelet ur vro deus ar c'haerañ asambles gante, emgav bep Gwener betek fin miz C'hwevrer war TVR35, war Tebeo, war Tebesud da 8 eur 45 noz, ha war Brezhoweb (voir le site) war ar memes tro !

Digwener (10 a viz Genver) e loc'ho Bleunwenn, Klervi, Metig, Maxime, Gunevel ha Leo deus Polperro, ur porzh mor bet gwechall un toull morlaeron, da vont betek Port Isaac, brudet 'blam d'ar filmoù zo bet graet ennañ. Ha deskiñ soniñ deus ar Pib-Sagh, binioù Kernev-Veur, a vo d'ober war an hent ouzhpenn !

Ken 'benn digwener war Brezhoweb moarvat !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 5 ?