Flashmob e Roazhon : krogit da bleustriñ evit klip ofisiel ar Redadeg !

Agenda publié le 21/10/11 19:28 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Dom Duff o redek hag o reiñ ar vazh-test da rederien yaouank : arouez ar redadeg ? Met n'eo ket echu, filmet e vo gant Mikael Baudu skeudennoù e-pad gouel Yaouank e Roazhon d'an 13 a viz Du e-pad ar fest-noz, tro-dro 10 eur.

Gwiskit ticheurtoù ar Redadeg, grit peder fazenn en a-raok, peder en a-dreñv, peder war ar c'hostez, ha da c'houde, huchit «Che ye ye ye» en ur dreiñ war ho kiz. N'eo ket re ziaes ?

Ma vo 1000 a dud oc'h ober se asambles e vo brav ! Ha tud yaouank a vo war al leurenn evit sikour ac'hanoc'h. Graet o doa un taol esae diriaou noz e-pad fest noz Landelo... Da wellaat, anat deoc'h, neuze, un, daou, tri, pleustrit !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 0 ?