Filaj-enderv a-benn disul : leurenn digor d'ar c'han, d'ar sonerezh, d'ar laered-kaer

publié le 10/11/09 13:05 dans Langues de Bretagne par Christian Le Meut pour Christian Le Meut

"Goude dezhi bout aozet an div droiad bale dre ar vourc'h e-pad an hañv tremenet, e ta Kerlenn Sten Kidna da ginnig deomp – d'ar vrezhonegerion ha d'an holl re arall tomm o c'halon doc'h yezh ha spered ar vro - un abadenn a sort na vez ket gwelet gwall lies : ur c'habaret; da laret eo un enderviad kan, sonerezh ha bourd e brezhoneg. Kabaret e vo enta e Pleuwigner, d'ar sul 15.11, adalek 2e30, e sal ar Vadalen ; ha get an abadenn-se e vo klozet ar miziad gouelioù bet kinniget dre ar vro e-ser Douar Alre Gouel bemdez 2009.

Meur a strollad sonerion ha kanerion a zo dija àr ar roll : Dastumerion ar C'hreisteiz (kostez ar mor), An tri Pichon-Noz (kostez an douar), Strollad Sten Kidna, Samuel an Henañff. Bourd ne vanko ket naket pa ouier e vo eno da vihanañ tri den anavet mat er vro evit bout larerion kaer ha distagerion bourdoù : A. Mouroux a Vrec'h, J.-P. Rieux a Lokoal-Mendon ha D. Carré a Bleuwigner. Aes eo goût n'eo ket kloz al listennad dre ma chomo al leurenn digor d'an neb a garo monet àrni. Un dra a zo sur neoazh : bourrapl e vo.

Derc'hel soñj : Digoret e vo ar sal adalek 2e15 ; krog e ray an abadenn da 2e30. Donet a-barzh : 3E (tud daet). Peadra da dorriñ e c'hoant hag e sec'hed. Enderviad kaset e brezhoneg. Gouiet hiroc'h : STENKIDNA2@wanadoo.fr pe 02.97.29.16.58.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 6 ?