Festoù-noz er vro : etre Yaouank ha Penn Kelenn

Reportage publié le 12/09/22 8:25 dans Culture par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
Fest noz b'ar c'hraou, aozet gant NPK (165 vues)

A bep seurt festoù noz a vez kavet er vro, ramzel evel e Roazhon evit Yaouank, ha bihan, digoust, kollet war ar maezioù, evel Penn Kelenn !

Disadorn paseet, unnek eur, ur chadenn 70 a dud o tañsal asambles, gant kanerien b'an dañs, kanerezed yaouank, koshoc'h, kanerien kan ha diskan gant un heuliad gavotennoù an Aven, akordeoñs gant vals Piaf, sonennoù nevez kompozet gant ar Miss Ninnog : peadra da zañsal ha da c'hoarzhin. Kazimant tout an dud a breg brezhoneg etreze, gwir eo, mat e vefe gwelout muioc'h a dud yaouank, met ar pemzeg bennak a zo aze a zo kontant da zeskiñ, da glask ober, da gompren. Brav eo an disoc'h, gant ul labourer douar bio, Gi Penseg, a zeu a benn, hep skritell, bruderezh, rouedad internet ebet, da bakañ kement a dud a zo bet kelaouet a veg da veg. Gant ma chomo er vro seurt abadennoù a-hed ar bloaz, gant fest al leur, gant ar c'hampionad bedel dibluskañ pato, ar c'honkour paledoù, ar redadeg, un darvoud ar miz a lak tud ar vro da c'hoarzhin ha da dremen amzer blijus etreze, pell eus «ar mekanikoù bras» e kêr.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 2 ?