Fest-noz vras, fest-noz vihan : pa vez plijadur, ne vern !

Chronique publié le 18/09/17 22:28 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

E Mellag, an hevelep nozvezh ha fest Poullaouen, nebeutoc'h a dud, anat, met pegen plijus !

C'hwec'h koublad sonerien ha kanerion, tri c'houblad sonerien biniou bombard : Thieriot-Perennou, Poupou-Salvar, Dufleit-Denis, ur c'houblad akordeoñs treujenn gaol, ha daou goublad kan ha diskan Billon/Pensec ha Anne Marie/Fanny. Gavotenn an Aven teir gwech, danserien laouen, ur skipailh tud a youl-vat a gred kenderc'hel da ginnig ur fest-noz en ul lec'h n'eo ket aes (sal ar gouelioù ebet, amzer yen), o kinklañ karrdi servijoù teknikel ti kêr Mellag... E parez Loeiz ar Penseg, ma n'eo ket drol !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 6 ?