Fest noz kan kan, plijadur zo bet !

Communiqué de presse publié le 3/03/13 18:43 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/29/29256/29256_1.jpg
Gi Penseg an aozet troc'het e brec'h gantan o tebrin gant sikour Loeiz Berr
kankandaoue.flv, kankandaoue.flv

Dec'h ba Sant Turian ne oa ket ur soner er sal, met kanerien ne lâran ket.

Kanerien deuet a youl-vat eus ar vro, kanerien Bubri, koubladoù merc'hed ha paotred. Gavotenn eveljust, dans kef, rond Landeda, kost ar c'hoad, plinn, polka, met ivez kas a barzh, laridenn, klamm...

Oa ket kalz tud yaouank siwazh, met danserien ampart evit un nozvezh simpl ha plijus, gant ger ebet e galleg war al leurenn, hag kalzig a eskemmoù e brezhoneg er sal.

Gourc'hemennoù da NPK, Kevredigezh Skaer, evit an aozadur.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 5 ?