Souezhus eo da welout pegen tost eo benn ar fin istor pep pobl vinorelaet, ha pegen pouezus eo an arz er stourm
Troet en doa an «Internationale» hag «an dezertour» skrivet gant Boris Vian e berbereg. Daouzeg gwech en toull-bac'h, krouer Kevre gwirioù mab den e Kabilia, chomet e oa un arzour, heuliet gantañ studioù politikel koulskoude.
Evitañ e rank bro C'hall paouez gant aloubidigezh broioù Afrika. Ma vez brezelioù hiziv an deiz en Afrika, eo dreist-holl peogwir e oa bet divizet rannañ pobloù e meur a vro, e lec'h strollañ pobloù gant an hevelep sevenadur hag an hevelep yezh. 70% eus an Aljerianiz a vev e bro C'hall a zo berber, 40 milion a dud a gomz berbereg er bed.
Ouzhpenn d'ar vicher kaner e ra Ferhat Mehenni hiziv an deiz : politikour, arrouez spi ur bobl nann-feuls a glask mont pelloc'h, betek an emrenerezh, gant doareoù lik ha demokratel. Ha ma vefe posubl ?
■Il était venu à la fête du peuple Breton au parc de Penfeld(1979/1980)
Chanteur musicien Kabyle trop peu connu.