Fanny e Brest ! Café Breton, d'an 10vet a viz Mae.

Conference debat publié le 7/05/11 10:53 dans Langues de Bretagne par Michel Treguer pour Michel Treguer
https://abp.bzh/thumbs/21/21957/21957_1.jpg

Piv en deus ruzet e votoù war-dro Kemperle (marteze da vare ar gouel Taol Kurun) en deus, sur a-walc'h, klevet ha gwelet anv Fanny CHAUFFIN. Met ur bern traoù all a ra Fanny ivez ! Kelenn e skolaj Diwan Kemper. Aozañ ur genskrivadeg haïku. Skrivañ levrioù evit ar re yaouank (ha dastum prizioù !) Enrollañ filmoù hag a vez gwelet war ABP (Agence Bretagne Presse). Ar plac'h dispar-se eo hag a vo degemeret er « Café Breton », er stal-levrioù Dialogues, straed Siam e Brest, d'ar meurzh 10vet a viz Mae, 6 eur noz.

E brezhoneg penn-da-benn ! Deuit e-leizh ! Plijadur a vo !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 6 ?