Fañch Oger ha Danyel Waro : kan ha diskan doare maloya

Rapport publié le 9/03/12 16:40 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
oger.mp4

En e aes emañ Fañch Oger evit kontañ istor an enezenn, dilezet e-pad pell, didud betek ar XVIvet kantved. Kaset oa bet sklavourien Madagaskar du-hont gant «Kumpagnuniezh India», ha da c'houde tud India, Afrika (Mozambik). Ur meskaj livioù a zo bet adalek penn kentañ. Met kroget oa gant un diforc'h bras etre ar re wenn hag ar re all pa oa bet kroget gant ar sklaverezh ; troc'het daouarn ar sklavourien, tud o vont kuit er menezioù evel e Gwadloup ha Martinik, ar re zo anvet an «nég marron». Kafe, korzenn sukr : niverus e oant o labourat. Echu da c'houde gant ar sklaverezh, d'an 21 a viz Kerzu 1848 a zo chomet devezh gouel broadel an enezenn.

Bremañ e vez kavet a bep seurt tud : «Kaf» (tud Mozambik ha Madagaskar), Malbar( India), hag ar re wenn gant anvioù disheñvel, ar «Yab» («petits blancs de haut», repuidi paour e menezioù uhel evit labourat an douar, evel familh Danyel Waro), a gomz kreoleg) hag ar re wenn all, ha ne gomzont nemet galleg, bevañ a reont war an aod (tud pinvidik, konversanted, mezeien, kelennerien, ...).

Ar re ginidik familhoù o deus aloubet ar vro eo ar re a zo perc'henn war 95% eus an douaroù. Evit bevañ, emañ ur bern tud o vevañ gant an RSA pe an RMI hiziv an deiz.

Ha goude ar gentel istor, ur gentel kan, penaos kanañ gant ur c'hayan, sort plankenn gant greun korzenn sukr e barzh, un tric'horn, ur pikér, peseurt lusk ...

Ha gant mouezh vrav Fanch ha mouezh al liseidi o respont dezho e oa echu an abadenn ... betek dimeurzh e Quartz, gant Danyel Waro : klasket e vo kanañ gantañ goude bezañ komzet gant e skipailh da 17e30 e Quartz !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 7 ?